Ўзбекистон Совет Социалистик Республикаси O'zbekiston Sovet Sotsialistik Respublikasi | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Ger-stur Бутун дунё пролетарлари, бирлашингиз! "Proleterion ar bed, em unanit!" | |||||
Yezh ofisiel | Hini ebet. | ||||
Yezhoù | Ouzbekeg Ruseg | ||||
Kêr-benn | Tochkent | ||||
Gorread • En holl • % dour |
447 400 km² 4,9 | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
19 906 000 (1989) 44,5/km² | ||||
Prezidant (diwezhañ) |
Islam Karimov | ||||
Moneiz | Roubl (Сўм) |
Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel e oa Republik Sokialour Soviedel Ouzbekistan (ouzbekeg: O'zbekiston Sovet
Sotsialistik Respublikasi).
Betek 1930 e oa bet Samarkand kêr-benn ar Republik soviedel-mañ, met ar bloaz-se e oa bet adlec'hiet e Tochkent.
Krouet e oa bet d'an 27 a viz Here 1924 evel ur Republik Soviedel Sokialour.
Dindan beli Stalin, Komisear evit ar Broadoù, en ur ober hervez urzhioù Lenin, e oa bet kemmet e 1924 bevennoù politikel Kreiz Azia hervez orin etnikel an dud a oa o vevañ eno. Skarzhet e oa bet neuze RSSE Turkestan, Republik Poblel Buc'haran ha Republik Poblel C'horezmia hag isrannet e oa bet o zakadoù etre pemp Republik Soviedel Sokialour (RSS) nevez, en o zouez Republik Sokialour Soviedel Ouzbekistan, ha bloaz war-lerc'h e teuas da vezañ unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel.
Betek 1929 e oa bet enbarzhet e RSS Ouzbekistan Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Tadjikistan betek ma oa bet roet ur statud RSS dezhi ivez ar bloaz-hont.
Lamet e oa bet RSSE Karakalpak diouzh RSS Kazac'hia e 1936 ha staget ouzh RSS Ouzbekistan ha da heul an Eil Brezel Bed e oa bet staget takadoù all ouzh RSS Ouzbekistan dilamet c'hoazh diwar RSS Kazac'hia.
Da geñver an Eil Brezel Bed e oa bet kaset meur a industriezh betek Ouzbekistan, dilec'hiet evit gallout o gwareziñ gwelloc'h. Diwar-se e teuas ivez kalzik a dud eus Republikoù all URSS d'en em staliañ eno, dreist-holl Rusianed hag Ukrainianed ha kemet e oa bet neuze ar c'hempouez etnikel er Republik.
D'ar 1 a viz Gwengolo 1991 e oa bet adanvet Republik Ouzbekistan hag en em zisrannañ a reas ez-ofisiel diouzh URSS d'ar 26 a viz Kerzu 1991.